Sakana

La Barranca, pe Sakana, e Nafarroa

Sakana (La Barranca, Corredor de la Barranca e spagnoleg)[1] anvet ivez Barranca-Burunda a-wechoù, zo ur c'homark eus kornôg Nafarroa, a-stok ouzh Araba.
Teir zraoñienn ha 15 kumun zo anezhañ. Bevennet eo gant Menezioù Aralar en hanternoz, menezioù Andía hag Urbasa er c'hreisteiz.
Teir zraoñienn a ya d'ober Sakana : Arakil, Ergoiena ha Burunda. Daoust d'an teir zraoñienn-se avat e vez anvet ivez Valle de Sakana.

  1. (es) Geógrafia Humana y Liguística

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne